Amzer obererezh troskol

Kevread Telenn a aoz stalioù evit ar vugale en amzer diavaez-skol lec'h ma 'vo animatourien o lakaat da dañva sevenadur Breizh. Ar stalioù a c'hell bezañ krouet e-keñver ho raktres pedagogel ha diwar-benn glad sevenadurel dizañvezel ha dañvezel Breizh.

 

 

« Dizoleiñ sonerezh ha glad dre gomz Breizh dre ar sonerezh, kanaouennoù ha dañsoù »

Dañsoù Breizh (Kelc'hiad 1, 2 ha 3) ; Kanañ en dañsoù (Kelc'hiad 2 ha 3) ; Sonerezh (Kelc'hiad 1, 2, 3)

  • Petra eo binviji sonerezh ar festoù-noz pe ar festoù-deiz ?
  • Petra eo ar c'han-ha-diskan ?
  • Penaos e vez dañset dañsoù Bro Sant-Brieg ha dañsoù Breizh ? (c'hoari lusk, diorren an eñvor, kenurzhiañ)

 

« Anavezout ha krouiñ hervez arzoù breizhek ha keltiek »

Tresadennoù pe serigrafiezh (Kelc'hiad 1, 2 ha 3)

 

« C'hoari gant c'hoarioù ha sportoù Breizh »

Tañva paled giz Breizh, kilhoù, gouren (Kelc'hiad 2 ha 3)

 

« Tañva an istor, an douaroniezh, ar yezhoù (brezhoneg pe gallaoueg) »

Tañva en ur ganañ, c'hoari, tresañ, dañsal (Kelc'hiad 1,2 ha 3)

 

 

 

Gant ho asant e vo un den a youl-vat deus Telenn gant an animatourez/animatour ma 'vez 18 skoliad e kelc'hiad 1 ha 3 pe 16 skoliad e kelc'hiad 1.

 

 

Goulennoù 'zo ? Deuit e darempred ganeomp !  

 

Ti ar Vro - l'Oté,

138 straed al Lege

22 000 SANT-BRIEG

contact@tiarvro-santbrieg.bzh

02 96 77 31 91

 

Liste des associations