Kinnig a ra skipailh animatourezed Telenn oberiantizioù evit ar vugale, adalek ar vugaligoù gant stalioù tañva d'ar brezhoneg betek ar re vrasañ a c'hall lidañ o zeih ha bloaz e sevenadur Breizh !

 

Ma labourit en ur vagouri, ur skol, ur skolaj, ul lise, ur greizenn dudi, un ti-karter pe ur greizenn sokial, e kinnigomp deoc'h atalieroù, du-se pe en Ti ar Vro, tro-dro d'ar sonerezh ha d'an dañsoù hengounel, d'ar c'hoarioù koad, d'ar gallaoueg ha d'ar brezhoneg, d'ar gouren pe c'hoazh d'ar c'hontadennoù hengounel.

 

Azasaet e vez an abadennoù da raktres pep kevredigezh.

 

Hanterouriezh sevenadurel a vez kinniget alies tro-dro d'an diskouezadegoù degemeret en Ti ar Vro.

Liste des associations